An Eur-Se Zo Ken Tost Dar Peubrad (Cette Heure Si - текст песни
An Eur-Se Zo Ken Tost D'ar Peubrad (Cette Heure Si
Ar c'havaned zo aet pell zo da gousket en tour,
Hag an heol splann zo aet pell zo en tu-hont d'ar bed.
Mouget eo sklerijenn an deiz...
Nemet em c'hambr, ur gouloГ№ war enaou a vev,
Em spered, ur gouloГ№
Edon va ene, ur gouloГ№ war enaou a vev. O Sklaerder-diabarzh, te ken tost d'ar peurbad !
Er-maez eo ar goaГ±v, dibourc'h ar gwez, revet ar bleuГ±v
Ar vougasenn fenozh a ren gant he dalc'h spontus ;
Nemet em c'hambr war va burev,
Ez eus ur flammel ruz en he bleunioГ№.
Hag em c'halon ivez ur flammel ruz en he bleunioГ№,
Em ene kuzh, ur flammel ruz en he bleunioГ№.
0 Buhez er c'hevrin, te ken tost d'ar peurbad !
O' Peoc'h. N'eus nep trouz :
Tamolodet eo ar bed en e gousk ;
An evned-kazh zoken ne c'harmint ket fenozh.
Hag em c'hambr, n'eus ken trouz ;
Em spered n'eus ken trouz.
StГЄr vras va soГ±joГ№-den a haГ±val chom digas,
Didrouz !
Nemet e don va ene kuzh e klevan ur mouskan,
Ur vouezh sklintin,
Mouezh ur stivell, 0 Va fedenn !
0 son ar vuhez-se, son ken tost d'ar peurbad!