E-tal ar groaz
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
Seizh arched saprenn
Zo tremenet er wenodenn.
Seizh arched saprenn
Bleniet gant an Ankou didruez,
Seizh arched saprenn nevez
0 deus kuitaet ar gГЄriadenn-maГ±,
Dindan barradoГ№ sklas ar goaГ±v,
'Vit bered ar barrez.
Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant,
Er goaГ±v-maГ± a zo maro,
Ha torret eo bremaГ± ganto,
E seizh ti-plouz a GГЄrnevez,
Ar walenn aour, gwalenn ar yezh,
Ar walenn aour a unane
KalonoГ№ nevez
Ar vugale
Ouzh KalonoГ№ ar re gozh.
Torret eo ar walenn aour,
Torret eo ar walenn,
Ar chadenn vurzhudus
A eree an amzer-vremaГ±
Ouzh pellder
An amzer dremenet.
Seizh maouez kozh a zo maro,
Seizh maouez a vire, ganto,
Soublet war flammoГ№ uhel an oaled,
Spered,
Kened,
Ha yezh an TadoГ№.
Seizh arched prenn,
Dirak ar C'hrist maen,
Ha ganto eo aet da hesk
Eienenn fresk
Awen
Ar ouenn.
E KГЄrnevez,
War c'hlannoГ№ glas al lenn,
A-hed ar bodoГ№ kelvez,
Ne vo mui klevet bremaГ±
Nemet
Yezh
An Estren.
Evel-hen e kane Jakou Kerloaz,
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
E-tal ar groaz.